Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 22:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 22:13
16 Iomraidhean Croise  

Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.


Gwalleur da Ariel, da Ariel, ar gêr ma kampas David enni! Lakait bloaz war vloaz, ra vo lazhet an aberzhoù.


Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n'anavezin ket kañvoù a vugale!


Gwalleur d'ar re a sav beure-mat, evit redek war-lerc'h an evajoù kreñv, hag a gendalc'h betek an noz, betek ma'z int tommaet gant ar gwin.


An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.


Gwalleur d'ar re a zo kadarn evit evañ gwin, ha kalonek evit meskañ an evajoù kreñv,


hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc'hat gwin, en em vezvomp gant evajoù kreñv, hag e vo warc'hoazh evel hiziv ha kalz muioc'h c'hoazh.


Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.


Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.


Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioù hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se? Ma ne advevont ket ar re varv, debromp hag evomp, rak warc’hoazh e varvimp.


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan