Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 22:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoù, da ouelañ en deiz-se, da huanadiñ, da douzañ ho pennoù, da c'hourizañ ar sac'h,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 22:12
31 Iomraidhean Croise  

Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.


Pa em eus klevet kement-se, e rogis va dilhad ha va mantell, hag e troc'his va blev ha va barv diouzh va fenn, hag ec'h azezis gwall c'hlac'haret.


Gwelet ec'h eus glac'har hon tadoù en Ejipt, ha klevet o garmoù e-kichen ar Mor Ruz.


Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas


Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentañ betek an dibenn petra a ra Doue.


ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,


Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.


Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, hag e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.


Gwalleur da Ariel, da Ariel, ar gêr ma kampas David enni! Lakait bloaz war vloaz, ra vo lazhet an aberzhoù.


Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.


Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.


Pa glevas kement-se, ar roue Ezekiaz a rogas e zilhad hag en em c'holoas gant ur sac'h, hag ez eas da di an AOTROU.


Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.


Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito.


Ned i kennebeut d'un ti a fest d'azezañ ganto evit debriñ pe evañ.


Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.


Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.


hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras,


Ar roue Belshazar a roas ur fest vras d'e vil re vras, ha dirak ar mil-se ec'h evas gwin.


Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.


En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.


Hirvoud evel ur werc'hez gourizet gant ur sac'h abalamour da bried he yaouankiz.


Ha bremañ c'hoazh, eme an AOTROU, distroit din a holl galon, gant yun, daeroù ha klemmvanoù.


Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?


Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.


Ar gomz-se a zeuas betek roue Ninive, a savas eus e dron, a lamas diwarnañ e vantell, en em c'holoas gant ur sac'h hag a azezas war al ludu.


En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit.


Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan