Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neñv hag a lavaras: Petra ac'h eus Agar? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emañ.
Ar roue a lavaras dezhi ivez: Petra ac'h eus? Hi a lavaras: Ar vaouez-mañ he deus lavaret din: Ro da vab, ha debromp-eñ hiziv, ha warc'hoazh e tebrimp va hini.
Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoù, e traonienn ar gweledigezhioù; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoù a estrenvan.
Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.
Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù?
Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c'hounnariñ.
en abeg d'an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c'hounnariñ, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.
Ha setu e tistroe Saül eus ar parkeier a-dreñv e ejened, hag e lavaras: Petra en deus ar bobl da ouelañ evel-se? Hag e voe kontet dezhañ ar pezh o doa lavaret tud Jabez.