Pa erruas Juda war an uhelenn a-belec'h e vez gwelet ar gouelec'h, e selljont etrezek an engroez-se, ha setu, e oa korfoù marv war an douar, hep ma oa tec'het unan anezho.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
o yudadeg a zo evel hini leoned, yudal a reont evel leoned yaouank, krozal a reont hag e krogont en o freizh, e gas a reont ganto ha n'eus den evit sikour anezhañ.
An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?
Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Babilon da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?