Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.
Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.
Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.
Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioù hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se? Ma ne advevont ket ar re varv, debromp hag evomp, rak warc’hoazh e varvimp.