Haman a lavaras ivez: Zoken ar rouanez Ester n'he deus pedet nemedon da zont gant ar roue d'ar fest he deus graet, ha warc'hoazh ez on pedet ganti da vont adarre gant ar roue.
Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.
Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.
Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
Diouzh ar beure e lavari: Perak n'eo ket noz? Da noz e lavari: Perak n'eo ket ar beure? Kement-se en abeg d'ar spont a spourono da galon ha d'ar gwel a welo da zaoulagad.