Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 21:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: A-benn ur bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, holl c'hloar Kedar a echuo,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 21:16
11 Iomraidhean Croise  

Setu anvioù mibien Ismael, o anvioù hervez o urzh a c’hanedigezh: Nebajod kentañ-ganet Ismael, Kedar, Adbeel, Mibsam,


Setu amañ o lignez: Kentañ-ganet Ismael a voe Nebajod, ha goude Kedar, Adbeel, Mibsam,


An den, ha ne ra ket ur servij-soudard war an douar? E zeizioù, ha n'int ket evel re ur goprad?


Gwalleürus on da chom e Meshek, da vezañ e-touez teltennoù Kedar!


O merc'hed Jeruzalem, du on, met kaer evel teltennoù Kedar, evel tinelloù Salomon.


Ha bremañ e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec'h holl vareadoù, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.


Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!


Holl zeñved Kedar a vo dastumet etrezek ennout, tourzed Nebajod a vo evit da servij, pignat a raint war va aoter evel ur c'hinnig plijus din, hag e roin klod da di va gloar.


Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!


Diwar-benn Kedar ha rouantelezhioù Hazor, a vo kannet gant Nebukadnezar roue Babilon, evel-henn e komz an AOTROU: Savit, pignit a-enep Kedar, distrujit mibien ar sav-heol.


Arabia hag holl briñsed Kedar o deus graet kenwerzh etre da zaouarn o werzhañ dit deñved, meot ha bouc'hed.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan