Gourc'hemenn a reas dezho, o lavarout: Komz a reot evel-henn ouzh Ezaü va aotrou: Setu ar pezh a lavar da servijer Jakob: Chomet on e ti Laban hag on bet eno betek bremañ.
Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoù outañ e kuzh en e di, hag a lavaras: Ha bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezañ, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiñ da Edom.