petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.
An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoù ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amañ evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli.
Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.