Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.
Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.
Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.
Eñ hag e bobl gantañ, ar spontusañ eus ar broadoù, a vo degaset da zistrujañ ar vro. Tennañ ar raint o c'hlezeier a-enep an Ejipsianed, hag e leugnint ar vro a dud skoet d'ar marv.
Diavaezidi, ar spontusañ eus ar broadoù, o deus he zroc'het hag he zaolet kuit. He skourroù a zo kouezhet war ar menezioù hag en holl draoniennoù, hag he skoultrigoù a zo bet torret en holl stêrioù ar vro. Holl bobloù an douar o deus en em dennet eus he skeud hag o deus he dilezet.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.