Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 20:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 20:4
18 Iomraidhean Croise  

Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas dezho an hanter eus o barv, a droc'has an hanter eus o dilhad betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.


Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.


Lakaat a rin an Ejipt etre daouarn ur mestr garv, ur roue kriz a reno warno, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.


Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.


An Ejipsianed a zo tud, n'int ket Doue. O c'hezeg a zo kig, n'int ket Spered. An AOTROU a astenno e zorn, an diwaller a vo diskaret, an hini diwallet a gouezho, o-daou a vo kaset da get.


Kemer ar mein-milin ha mal bleud, distag da ouel, troñs da vrozh, dizolo da zivesker, tremen er stêrioù.


Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n'espernin den.


Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.


Me eta ivez a savo pastelloù da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet.


Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc'h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezañ ur gouelec'h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.


Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.


E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.


Ha n'oc'h ket evidon evel mibien Etiopia, c'hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne'm eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?


Tremen e-biou, plac'h Shafir, er vezh hag en noazh! Plac'h Zaanan ne gred ket mont er-maez. Kañvoù Bet-Ezel a lam pep skoazell diganeoc'h.


Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.


C'hwi ivez, Kushiz, c'hwi a vo lazhet dre va c'hleze.


aliañ a ran ac’hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan