Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 20:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 20:2
27 Iomraidhean Croise  

David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!


Hag e respontjont dezhañ: Un den gwisket gant blev, hag en deus ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. Hag e lavaras: Elia an Tishbiad eo.


AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!


Doue a lavaras: Na dosta ket amañ! Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo un douar santel.


Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.


Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc'het, war bep dorn e vo flañchoù, ha war an divgroazell e vo seier.


Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c'hañv evel ma vez graet d'an ordinal d'ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoù ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all.


ho tulbanoù a vo war ho pennoù, ho potoù ouzh ho treid, ne zougot ket kañv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d'ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile.


Ha te, mab an den, kemer ur vrikenn, laka anezhi dirazout, ha tres warni ur gêr, Jeruzalem.


Hag e kontin dit un niver a zeizioù kevatal da hini bloavezhioù o direizhder, e-pad tri c'hant dek deiz ha pevar-ugent e tougi direizhder ti Israel.


Tremen e-biou, plac'h Shafir, er vezh hag en noazh! Plac'h Zaanan ne gred ket mont er-maez. Kañvoù Bet-Ezel a lam pep skoazell diganeoc'h.


En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.


En deiz-se e vo mezhek ar brofeded, pep hini eus e weledigezh, pa ro e brofediezh; ha ne wiskint ken ur vantell a vlev evit lavarout gevier.


Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.


Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.


An den dalc’het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezañ o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec’hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet.


Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.


Penn lu an AOTROU a lavaras da Jozue: Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo santel. Jozue a reas evel-se.


Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.


Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan