Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklêrijenn an AOTROU!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 2:5
16 Iomraidhean Croise  

Rak mammenn ar vuhez a zo en da gichen, dre da sklêrijenn e welomp ar sklêrijenn.


Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.


Eürus ar bobl a anavez ar c'hriadennoù a levenez! AOTROU, kerzhout a reont e sklêrijenn da zremm.


Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.


Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,


Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc’h: Doue a zo sklêrijenn ha n’eus teñvalijenn ebet ennañ.


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan