22 Paouezit d'en em harpañ war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outañ?
Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.
Kement en doa ur c'hwezhadenn a vuhez en e zivfron ha kement a oa war an douar kalet a varvas.
E-keit ha ma vano va anal ganin, e-keit ha vo Spered Doue em divfron,
Na fiziit ket er re vras, nag e mab den ebet na c'hellfe ket dieubiñ,
Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu. Ehan
Pa sellan ouzh da neñvoù, oberenn da vizied, al loar hag ar stered ac'h eus krouet:
Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.
An holl vroadoù a zo evel netra dirazañ; evitañ ez int kontet evel mann ha distumm.
Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?
Evel-henn e komz an AOTROU: Milliget eo an den a fiz en den, a laka er c'hig e nerzh, a zistro e galon diouzh an AOTROU.
Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont!
N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.