Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 2:21
12 Iomraidhean Croise  

mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenañ.


Edont o chom e toulloù eus traoniennoù, e mougevioù an douar hag e-touez ar reier.


Hejañ a ra an douar war e ziazez, hag e beulioù a zo brañsellet.


hag e c'hoarvezo penaos pa dremeno va gloar, e lakain ac'hanout e kleuz ar roc'h hag e c'holoin ac'hanout gant va dorn betek ma vin tremenet.


Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoù ar roc'h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.


Kae e-barzh ar reier, hag en em guzh er poultr, evit tec'hout diwar spont an AOTROU, ha gloar e Veurded.


Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec'h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.


Bremañ e savin, eme an AOTROU, bremañ e vin uhelaet, bremañ e vin uhelsavet.


hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù.


Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan