Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem.
Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!
Skuilhañ a reont aour eus o yalc'h hag e pouezont arc'hant gant ar valañs, paeañ a reont un orfebour d'ober un doue, hag ec'h azeulont anezhañ hag e stouont dirazañ.
Setu perak e lavari da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distroit, distroit diouzh hoc'h idoloù, distroit ho tremmoù diouzh hoc'h holl euzhusterioù.
Teurel a raint o arc'hant er straedoù, o aour a vo un heug dezho. Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ da zeiz kounnar bras an AOTROU. Ne roint ket o gwalc'h d'o eneoù, ne leugnint ket o bouzelloù, rak o direizhder a zeu da vezañ ur maen-kouezh evito.
Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.