Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 2:19
41 Iomraidhean Croise  

mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenañ.


Hejañ a ra an douar war e ziazez, hag e beulioù a zo brañsellet.


ra redo an enebour war-lerc'h va ene ha ra'm zapo, ra daolo d'an douar va buhez, ra c'hourvezo va gloar er poultr.  Ehan


Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet.


Kae e-barzh ar reier, hag en em guzh er poultr, evit tec'hout diwar spont an AOTROU, ha gloar e Veurded.


Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


Setu, emañ an AOTROU o vont da c'houlloiñ an douar ha d'e ziwiskañ, eilpennañ a raio e c'horre, hag e stlabezo an dud anezhañ.


An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec'h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.


An douar a zo roget! An douar a zo torret! An douar a zo brallet taer!


E pep lec'h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhañ warnañ, e vo klevet an taboulinoù hag an telennoù; stourm a raio outañ gant e zorn astennet.


Bremañ e savin, eme an AOTROU, bremañ e vin uhelaet, bremañ e vin uhelsavet.


hag e teuint hag an holl en em lakaint e traoniennoù distro, e skalfoù ar reier, war an holl vodoù-drein, war an holl beurvanoù.


Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.


An holl gêrioù a dec'h gant trouz ar varc'hegerien hag ar waregerien. Mont a reont er c'hoadegi, pignat a reont war ar reier, an holl gêrioù a zo dilezet, ne chom den ebet enno.


Tud Moab, dilezit ar c'hêrioù ha chomit er reier, bezit evel ar goulm, a ra he neizh ouzh digor ur vougev.


Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, tud al lec'hioù gwastet-mañ a gouezho dre ar c'hleze, hag e roin d'al loened ar re a zo er parkeier, evit ma tebrint anezho, ar re a zo er c’hreñvlec’hioù hag er vougevioù a varvo dre ar vosenn.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.


Te ivez a vo mezvet, te a vo kuzhet, te ivez a glasko ur vod diouzh da enebour.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ur wech c'hoazh, a-benn nebeut, e vrañsellin an neñvoù hag an douar, ar mor hag ar sec'h.


Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù.


Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d’ar krec’hiennoù: Goloit ac’hanomp!


Gouzañv a raint o c’hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c’halloud,


int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec’hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar.


a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c’hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv.


D’an eur-se e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c’hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.


Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.


Bez’ e voe mouezhioù, kurunoù, luc’hed hag ur c’hren-douar bras, ur c’hren-douar ken bras ha na voe biskoazh un hevelep abaoe ma ez eus tud war an douar.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec’ho diouto.


Tud Israel a welas e oant en ur blegenn fall, rak ar bobl a oa spouronet. Ar bobl en em guzhas er c'hevioù, er bodennoù, e-touez ar reier, el lec'hioù kreñv hag er puñsoù.


En em ziskouez a rejont eta o-daou da warded ar Filistined, hag ar Filistined a lavaras: Setu an Hebreed a zeu er-maez eus an toulloù ma oant kuzhet enno.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan