Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 An holl idoloù a dec'ho kuit.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 2:18
16 Iomraidhean Croise  

Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


Bel a bleg, Nebo a stou, o idoloù a ya war gein loened, war loened-samm. An traoù a zougec'h a zo deuet da vezañ ur bec'h, ur samm d'al loened divi.


Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.


N'int nemet netra, oberennoù a douellerezh, mont a raint da goll pa zeuio o c'hastiz.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


N'en em saotrint ken gant o idoloù, gant o euzhusterioù pe gant o holl disentidigezh, hag e tennin anezho eus o holl chomlec'hioù m'o deus pec'het enno, hag o c'hlanain. Hag e vint va fobl, hag e vin o Doue.


El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec'hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloù, lakaet a dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc'h oberennoù.


Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.


Hec'h holl skeudennoù kizellet a vo bruzunet, holl c'hoproù he gastaouerezh a vo devet en tan, hec'h holl idoloù a vo distrujet. Rak dastumet he deus anezho gant gopr he gastaouerezh, hag e tistroint da vezañ gopr ur c'hast.


e lamin da skeudennoù kizellet ha da beulioù eus da greiz, ha ne stoui ken dirak labour da zaouarn,


Lakaat a rin da vont da goll an dud hag al loened, da vont da goll laboused an neñvoù ha pesked ar mor, hag abegoù da gouezhañ gant ar re fall, hag e lamin an dud a-ziwar c'horre an douar, eme an AOTROU.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan