Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Doureier ar mor a vanko, ar stêr a zisec’ho hag a baouezo,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 19:5
9 Iomraidhean Croise  

Doureier ar mor a ya da aezhenn, ar stêr a ya da hesk hag a zisec'h,


Doureier Nimrim a vo ur glac'har, ar foenneg a vo disec'h, ar geot a vo kuzumet, ne vo ken a c’hlasvez.


An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioù da grenañ, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujañ e greñvlec'hioù,


Toullet em eus puñsoù hag evet dour anezho, disec'het em eus gant solioù va zreid holl wazhioù-dour an Ejipt.


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tifennin da gaoz ha da veñjiñ a rin; disec'hañ a rin he mor hag e lakain he mammenn da hesk.


Hag e tisec'hin ar stêrioù, hag e lakain ar vro etre daouarn tud drouk; gwastañ a rin ar vro hag ar pezh a zo ennañ dre zorn diavaezidi. Me an AOTROU am eus komzet.


Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.


Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitañ, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant ar broadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan