Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,
evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.
Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e roan bro Ejipt da Nebukadnezar roue Babilon. Sevel a raio kuit hec'h engroez, hag e kaso gantañ ar preizh, hag e raio riñs; kement-se a vo gopr e armead.
Hag e tisec'hin ar stêrioù, hag e lakain ar vro etre daouarn tud drouk; gwastañ a rin ar vro hag ar pezh a zo ennañ dre zorn diavaezidi. Me an AOTROU am eus komzet.
Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.
Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.