An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.
Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.
Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!
Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.
Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.
Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.