Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 19:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Pelec'h emaint? Pelec'h emañ da re fur? Ra zisklerint dit bremañ, ra gemennint ar pezh en deus divizet AOTROU an armeoù a-enep an Ejipt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 19:12
13 Iomraidhean Croise  

AOTROU an armeoù en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklêriet en em gavo an traoù, hag ar pezh am eus divizet a c'hoarvezo:


Piv a laka e vouezh da glevout eveldon abaoe ma em eus diazezet ar bobl gozh? Ra en disklêrio ha ra en prouo. Ra gemenno an amzer da zont hag an traoù a dle c'hoarvezout.


Gwalleur d'ar re a zo fur d'o daoulagad o-unan, ha skiantek d'o barnedigezh o-unan!


Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!


Ha ne vo ket en deiz-se, eme an AOTROU, ma lakain da get ar re fur eus Edom, hag ar skiant eus menez Ezaü?


Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.


Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?


Zebul a lavaras: Pelec'h emañ bremañ da vrabañserezh pa lavare: Piv eo Abimelek, ma servijfemp anezhañ? Ha n'emañ ket aze ar bobl a zisprizes? Kae bremañ d'ober brezel en o enep!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan