Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 19:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Priñsed Zoan n'int nemet tud diskiant, ar c'huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezañ ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 19:11
31 Iomraidhean Croise  

Furnez Salomon a oa dreist furnez holl vibien ar sav-heol, hag holl furnez an Ejipsianed.


Hiram a roas koad sedrez ha koad siprez da Salomon, kement ha ma fellas dezhañ.


Ober a ra d'ar guzulierien kerzhout diarc'hen, hag e laka ar varnerien da vezañ diskiant.


An AOTROU a stlabe kuzul ar broadoù, hag a gas da netra menozioù ar pobloù.


neuze e oan diboell hag hep anaoudegezh, bez' e oan dirazout evel loened.


Ober a reas traoù burzhudus dirak o zadoù e bro Ejipt, e parkeier Zoan.


pa ziskouezas e vurzhudoù en Ejipt, hag e virakloù e parkeier Zoan,


Pegen bras eo da oberennoù, o AOTROU! Da soñjoù a zo don-meurbet!


Dastumet e voent a-wrac'helladoù, hag e flaerias an douar.


Ar raned a bigno warnout, war da bobl ha war da holl servijerien.


A-dra-sur me eo an diwezhañ eus an dud, n'on ket evit kompren evel ar re all,


Priñsed Zoan o deus kollet o skiant, priñsed Nof en em douell, pennoù ar meuriadoù a laka an Ejipt da ziheñchañ.


Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.


en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.


Pennoù ar bobl a zo e Zoan, aet eo ar gannaded betek Hanez.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.


Rak ar vêsaerien a zo bet diboell, n'o deus ket klasket an AOTROU, en abeg da-se n'o deus ket graet berzh, hag o holl loened a zo bet stlabezet.


Kriet o deus: Faraon roue an Ejipt n'eo nemet trouz! Lezet en deus da dremen an tu.


Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?


Ar furien a zo mezhek, spouronet ez int ha tapet, rak taolet o deus kuit komz an AOTROU. Ha pebezh furnez o deus?


Da galon a zo en em uhelaet en abeg da'z kaerder, hag ec'h eus gwashaet da furnez en abeg da'z splannder. Da deurel a rin d'an douar, hag e lakain ac'hanout dirak ar rouaned evit ma sellint ouzhit.


Hag e kwastin Patroz, an tan a lakain e Zoan, ha va barnedigezhioù a rin war No.


Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.


Da holl gevredidi o deus da gaset kuit betek da harzoù. Ar re a oa e peoc'h ganit o deus da douellet ha da vestroniet, ar re a zebre da vara o deus stegnet pechoù dit, ha ne gomprenes ket!


Ha ne vo ket en deiz-se, eme an AOTROU, ma lakain da get ar re fur eus Edom, hag ar skiant eus menez Ezaü?


Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.


Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c’herioù hag en e oberoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan