An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Kemer da wialenn hag astenn da zorn war doureier an Ejipsianed, war o stêrioù, war o gwazhioù-dour, war o lennoù, war o holl stankoù dour, evit ma teuint da vezañ gwad; hag e vo gwad dre an Ejipt holl, hag el listri-koad hag el listri-maen.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Astenn da zorn gant da wialenn war ar stêrioù, war ar gwazhioù-dour ha war al lennoù, ha laka ar raned da bignat war vro Ejipt.
Rak ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ n'eo ket evel bro Ejipt ma'z oc'h aet kuit diouti, e-lec'h ec'h hades da had hag e toures anezhañ gant da droad evel ul liorzh legumaj.