Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 19:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 19:1
36 Iomraidhean Croise  

sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,


Ra vo plijus dezhañ va fedenn! Laouenaat a rin en AOTROU.


Ur vogedenn a bignas eus e fronelloù, hag un tan loskus eus e c'henoù; dont a rae er-maez glaouennoù entanet.


Met ar re reizh a laouenaio, trec'hiñ a raint dirak Doue, hag e tridint gant levenez.


En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU .


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Setu perak an holl zaouarn a zeuio da vezañ dinerzh, ha pep kalon den a deuzo.


En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.


da Faraon roue an Ejipt, d'e servijerien, d'e briñsed ha d'e holl bobl,


Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!


Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?


Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.


Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.


An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.


Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.


An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha bras e nerzh, met ne laka ket da zidamall an hini kablus. An AOTROU a gerzh en arnev hag er gorventenn, ar c'hoabr a zo poultr e dreid.


Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.


Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitañ, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant ar broadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.


An Ejipsianed a sebelie ar re en doa skoet an AOTROU en o zouez, an holl re gentañ-ganet. An AOTROU a rae ivez barnioù a-enep o doueoù.


N'eus hini hag a vefe heñvel ouzh Doue Jeshurun, a zeu da'z sikour douget war an neñvoù, ha war e goabrennoù en e veurdez.


Klevet hon eus-se hag hor c'halon a zo teuzet ha n'eus ken a nerzh-kalon e den dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue a zo Doue en neñvoù en nec'h ha war an douar en traoñ.


Hag e lavarjont da Jozue: A-dra-sur an AOTROU en deus lakaet an holl vro etre hon daouarn, holl annezidi ar vro o deus kollet kalon dirazomp.


hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc'h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc'h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc'h.


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan