Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 18:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Gwalleur d'ar vro a ra trouz gant hec'h eskell, hag a zo en tu all da Stêrioù Etiopia,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 18:1
18 Iomraidhean Croise  

Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. Hag e kasas c'hoazh kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:


Va diwall evel an ibil-lagad. Va golo dindan skeud da eskell,


Da reizhder a zo evel menezioù Doue, da varnedigezhioù a zo un donder bras. AOTROU, diwall a rez an dud hag al loened.


D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed". Pa dec'has er vougev dirak Saül.


Rak bet out va repu, va zour kreñv dirak an enebour.


Pa soñjan ennout war va gwele, e prederian ennout e-pad beilhadennoù an noz.


Golo a raio ac'hanout gant e bluñv, hag ez po ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed hag da hobregon.


Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziañs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.


Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. O vezañ klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:


Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.


En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontañ Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.


C'hwi ivez, Kushiz, c'hwi a vo lazhet dre va c'hleze.


Eus tu all da stêrioù Kush, va azeulerien, merc'h va re stlabezet, a zegaso din profoù.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan