Izaia 17:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned8 Ne sello ken ouzh an aoterioù, labour e zaouarn, ha ne droio ken e zaoulagad etrezek ar pezh o deus graet e vizied, an Asheraoù ha peulioù an heol. Faic an caibideil |
Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.