Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 17:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Met menel a raio eno un nebeud blokadoù bihan, evel pa hejer ur wezenn-olivez: chom a ra div pe deir olivenn e beg ar skourr uhelañ, ha peder pe bemp war ar brankoù ampletus, eme an AOTROU Doue Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 17:6
16 Iomraidhean Croise  

Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoù n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioù n'o deus ket poket outañ.


Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.


Rak, o Israel, ha pa vefe da bobl evel traezh ar mor, un nemorant hepken a zistroio. Ar peurober a zo divizet, lakaat a raio ar reizhder da zic'hlannañ.


Evel-se eo e-kreiz an douar, e-touez ar pobloù, evel pa vez hejet ar wezenn-olivez, hag evel pa vez raspaet goude ar vendem.


En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!


Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.


Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Mar deufe laeron ez ti, pe skraperien noz, ha te rivinet, ha ne gemerfent nemet o gwalc'h? Mar deufe mendemerien ez ti, ha ne lezfent ket peadra da raspaat?


Gwalleur din, rak ez on evel pa vez dastumet ar frouezh hañv, evel pa vez raspaet goude ar vendem: n'eus ket a vlokadoù da zebriñ, eus ar frouezh kentañ-se a c'hoanta va ene.


hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma’z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs;


Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.


An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.


Lavarout a reas dezho: Petra am eus graet e-skoaz ganeoc'h? Raspaerezh Efraim, ha n'eo ket gwelloc'h eget mendem Abiezer?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan