Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 17:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Bez' e vo evel pa zastum ar meder an ed, da droc'hañ gant e vrec'h an tañvouez, hag e vo evel pa vez kemeret an tañvouez e traonienn ar Refaim.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 17:5
13 Iomraidhean Croise  

Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.


Hag ar Filistined a bignas a-nevez hag en em strewas en draonienn ar Refaim.


Pa vez dastumet ar foenn ha gwelet ar geot, e tastumer louzeier ar menezioù.


En deiz ma plantez e savez ur c'hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniañ, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac'har a zo dibare.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.


Lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Korfoù marv an dud a gouezho evel teil war ar parkeier, evel un dornad tañvouez war-lerc'h an eoster, hep den d'o dastum.


Evidout ivez, Juda, ez eus un eost aozet, pa rin distreiñ re zalc'het va fobl.


Lakait ar falz, rak darev eo an eost. Deuit ha mac'hit, rak ar waskell a zo leun, ar beolioù a fenn, rak o fallentez a zo bras.


Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.


hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c'huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz,


hag e tiskenne an harz betek dibenn ar menez a zo a-dal da draonienn mab Hinnom, a zo traonienn ar Refaim, ouzh an hanternoz, hag e tiskenne an harz dre draonienn Hinnon war gostez kreisteiz ar Jebuziz, hag e tiskenne da En-Rogel,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan