Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 17:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 17:13
33 Iomraidhean Croise  

Bez e vint evel plouz dirak an avel, evel ar pell savet dre ar barrad-amzer.


ha pa em eus lavaret dezhañ: Betek amañ e teui ha ned i ket pelloc'h, amañ e paouezo lorc'h da goummoù?


Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.


Ra vint evel ar pell laosket en avel, ha ra gaso ael an AOTROU anezho kuit.


Derc'hel a ra start ar menezioù dre e nerzh, gourizet eo a c'halloud.


Sioulaat a ra trouz ar morioù, trouz o c'hoummoù ha ragach ar pobloù.


Rak roet ec'h eus din va gwir, va c'haoz ac'h eus difennet, azezet out war da dron, te barner reizh.


Breviñ an Asiria em douar, hag he mac'hañ war va menezioù. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec'h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.


rak dirak ar c'hlezeier e tec'hont, dirak ar c'hleze dic'houinet, dirak ar wareg stegnet, dirak an hini kreñv en emgann.


da lakaat a raio du ruilhañ, ruilhañ evel ur bellenn etrezek un douar ledan ha bras, eno e varvi, eno e vi kirri da c'hloar, o mezh ti da vestr!


En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.


Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c'halloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm.


e Spered a zo evel ur froud o tic'hlannañ, a dapo betek ar gouzoug, evit stlabezañ ar broadoù gant benveg an distruj; hag e vo lakaet ouzh javedoù ar pobloù ur brid d'o diankañ.


Taolet en deus ar sord evito, e zorn en deus lodennet an douar-se dezho gant ar gordenn, eno e vint o chom a oad da oad.


Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.


A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.


Ar re holl a gounnare ouzhit a vo mezhek ha pinous; kaset e vint da netra hag ez aint da goll, ar re a stourm a-enep dit.


en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.


Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.


Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.


a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan