Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 17:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Gwalleur d'ar grozmol eus ur bobl niverus a ra trouz evel trouz ar mor, ha da safar ar broadoù evel ar safar eus doureier bras!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 17:12
21 Iomraidhean Croise  

Me a gri: Benniget ra vo an AOTROU! Hag on dieubet eus va enebourien.


Mouezh an AOTROU a glever war an doureier. An Doue a c'hloar, an AOTROU, a gurun war an doureier bras.


O Doue, na chom ket sioul! Na vez ket bouzar ha na chom ket en diskuizh, o Doue!


War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.


Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Gouzañvit, pobloù, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c'hwi holl eus broioù pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!


Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Sion.


Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c'hloar.


Daniel a gomzas o lavarout: Me a selle em gweledigezh e-pad an noz, ha setu pevar avel an neñvoù a savas gant nerzh war ar mor bras.


Ha bremañ meur a vroad en em zastum ez enep, hag a lavar: Ra vo saotret, ra welo hol lagad en Sion ar pezh a fell dezhañ!


Pa'z ae an arc'h kuit, Moizez a lavare: Sav, AOTROU! Ra vo da enebourien stlabezet! Ra dec'ho ar re a gasa ac'hanout azirazout!


Bez’ e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec’hamant, ha ne ouezint petra d’ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc’h ober un trouz bras.


Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.


Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan