11 En deiz ma plantez e savez ur c'hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniañ, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac'har a zo dibare.
Me am eus gwelet penaos ar re a labour an direizhder hag a had ar boan, a ved ivez anezho.
bleuniañ a ra d'ar mintin hag e weñv, d'abardaez e vez troc'het hag e sec'h.
Bez' e vo evel pa zastum ar meder an ed, da droc'hañ gant e vrec'h an tañvouez, hag e vo evel pa vez kemeret an tañvouez e traonienn ar Refaim.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Dre ma hadont an avel, e vedint ar gorventenn. N'o devo ket a ed, ar pezh a gresko ne roio ket a vleud, ha mard eus, an diavaezidi a lonko anezhañ.
Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec'het, ne roint ken a frouezh. M'o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c'hof.
Ar greun a zo breinet dindan o moudennoù, ar solieroù a zo gwastet, ar grañjoù a zo distrujet, an ed a zo kollet.
Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.
Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,
Plantañ a ri gwini hag o labouri met ne evi ket eus o gwin ha ne zastumi netra diouto, rak debret e vint gant ar preñved.