Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 17:10
48 Iomraidhean Croise  

Lavarit: Salv-ni, o Doue hor silvidigezh, hag hon dastum hag hon tenn a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.


Prest ec'h ankounac'hajont e oberennoù, n'esperjont ket en e venozioù.


Ankounac'haat a rejont Doue o dieuber, en doa graet traoù bras en Ejipt,


Lavarout a reas: Karout a rin ac'hanout, o AOTROU, va nerzh!


AOTROU, en em dennet on da'z kavout, ra ne vin ket mezhek, biken! Va deub dre da reizhder!


Eürus an hini a zibabez hag a lakaez da chom en da leurioù! Leuniet e vimp eus madoù da di, eus santelezh da balez.


Sikour ac'hanomp, o Doue hor silvidigezh, evit gloar da anv! Dieub ac'hanomp, pardon deomp hor pec'hedoù dre garantez da anv!


Lamet ec'h eus kuit da holl fulor, distroet out eus tan da gounnar.


An AOTROU a zo en em roet da anavezout, graet en deus ar varnedigezh, an hini drouk a zo en em ereet e labour e zaouarn.  Seniñ-binvioù. Ehan


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


En deiz-se e gêrioù kreñv a vo evel ur brank pe ur skourr uhel bet dilezet en abeg da vibien Israel, hag e teuint da vezañ un distruj.


Rak a-raok ar vendem, pa'z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuñv da vezañ blokadoù o tareviñ, e troc'ho ar skourrigoù gant stropoù, e savo kuit hag e tilamo ar skourroù.


rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.


Fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc'h ar c'hantvedoù.


Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.


AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac'hanout. Bez o brec'h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac'har.


N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.


Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?


Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.


Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.


Ar werc'hez, hag ec'h ankounac'hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac'haet ac'hanon e-pad deizioù diniver.


Ur vouezh a voe klevet war an uhellec'hioù, goueladegoù ha garmoù mibien Israel, rak gwashaet o deus o hentoù, hag ankounac'haet o deus an AOTROU o Doue.


degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.


Ar greun a zo breinet dindan o moudennoù, ar solieroù a zo gwastet, ar grañjoù a zo distrujet, an ed a zo kollet.


setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;


Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh.


O madoù a vo preizhet hag o ziez gwastet. Savet o devo tiez, met ne vint ket o chom enno, ha plantet o devo gwini, met n'evint ket eus o gwin.


Dimeziñ a ri da ur wreg hag un den all a gousko ganti, sevel a ri un ti ha ne chomi ket ennañ, plantañ a ri ur winienn ha ne zastumi ket frouezh kentañ anezhi,


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


Dilezet ec'h eus ar roc'h en eus da c'hanet, ankounac'haet ec'h eus an Doue en deus da stummet.


Rak n'eo ket o roc'h evel hor roc'h, hon enebourien a c'hell barn.


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


diwall d'ankounac'haat an AOTROU en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Diwall d'ankounac'haat an AOTROU da Zoue, o tremen hep mirout e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e reolennoù a gemennan dit hiziv.


ra n'en em uhelaio ket da galon, ra n'ankounac'hai ket an AOTROU da Zoue en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh,


Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan