Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.
Aberzhiñ a reas da zoueoù Damask o doa e gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoù rouaned Siria d'o sikour, ec'h aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitañ hag evit holl Israel e voent un abeg da gouezhañ.
Hag an AOTROU e Zoue a lakaas anezhañ etre daouarn roue Siria. Ar Siriz a drec'has warnañ hag a dapas un niver bras a brizonidi, a voe kaset da Zamask. Lakaet e voe ivez etre daouarn roue Israel, a reas dezhañ ur c'holl bras.
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.
Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c'hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU.
Ober a rin eus Samaria ur bern mein er parkeier, ul lec'h da blantañ gwini. Lakaat a rin he mein da ruilhal en draonienn, hag e lakain en noazh he diazezoù.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
hag a c’houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem.
Dastum a ri e-kreiz al leurgêr hec'h holl ziwisk hag e tevi en tan ar gêr gant hec'h holl ziwisk dirak an AOTROU da Zoue. Ur yoc'h e vo da viken ha ne vo ken adsavet.