Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 16:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 En abeg da-se e ouelin war winieg Sibma gant gouel Jaezer, ho tourañ a rin gant va daeroù, Hesbon hag Eleale! Rak kriadenn ar brezel a deuz war ho frouezh ha war hoc'h eostoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 16:9
8 Iomraidhean Croise  

Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.


Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijañ ar Galdeiz a zeuio d'hor c'havout. Met c'hwi, dastumit gwin, frouezh hañv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c'hêrioù hoc'h eus kemeret.


an holl Yuzevien-se a zistroas eus an holl lec'hioù ma oant bet kaset, hag e teujont da vro Juda da gavout Gedalia e Mizpa. Hag e tastumjont gwin ha frouezh hañv a-leizh.


hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras,


Mab an den, hirvoud diwar-benn engroez an Ejipt, ha taol anezhañ d'an traoñ, hi ha merc'hed ar broadoù galloudus, da zonderioù an douar, gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Mont a rejont war ar maez da vendemiñ o gwini, da jaodriñ ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriñ ha da evañ, hag e villigjont Abimelek.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan