Distrujañ a rejont ar c'hêrioù, pep hini a daolas mein er parkeier gwellañ d'o leuniañ, stouvañ a rejont an holl vammennoù dour, hag e tiskarjont an holl wez mat, ken na lezjont nemet mein e Kir-Haresed, a voe kelc'hiet ha pilet gant an dalmerien.
Hag ar re zoken a oa tost dezho, betek Isakar, Zabulon ha Neftali, a gasas bevañs war ezen, war gañvaled, war vuled ha war ejened. Kas a rejont boued, bleud, fiez sec'h, rezin sec'h, gwin, eoul, saout ha deñved e-leizh, rak levenez a oa en Israel.
Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?