Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 16:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An tron a vo startaet gant an drugarez, ha warnañ ec'h azezo gant fealded, e teltenn David, ur barner a glasko ar varnedigezh hag a hasto ar reizhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 16:5
31 Iomraidhean Croise  

Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,


David a annezas er c’hreñvlec’h, a anvas ker David. Sevel a reas tro-dro dezhi adalek Milho betek an diabarzh.


Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken


Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.


Ezekiaz a reas evel-se dre holl Juda, hag e reas ar pezh a oa mat, reizh hag eeun dirak an AOTROU e Zoue.


Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


Galloudus eo da vrec'h, kreñv eo da zorn, savet uhel eo da du dehou.


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.


Ar vadelezh hag ar wirionez a vir ar roue, e dron a zo harpet war ar vadelezh.


Tron ar roue a varn ar beorien hervez ar wirionez, a vo startaet da viken.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan