Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 16:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Moab a zo aet skuizh da vont war an uhellec'hioù, mont a raio er santual da bediñ, met ne c'hello kaout netra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 16:12
24 Iomraidhean Croise  

Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Pa voe tremenet kreisteiz, e profedjont betek an amzer ma vez kinniget an donezon, met ne voe na mouezh, na respont, na arouez ebet ma veze graet van ouzh ar pezh a raent.


Doueoù ar broadoù hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?


Neuze e kemeras e vab henañ, an hini en dije renet en e lec'h, hag e kinnigas anezhañ evel ul loskaberzh war ar voger. Ur vrouez bras a voe war an Israeliz, hag en em dennjont dioutañ hag e tistrojont d'o bro.


Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,


Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.


Hennezh eo ar gomz en deus lavaret an AOTROU pell amzer 'zo diwar-benn Moab.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


Evel ma oa oc'h azeuliñ e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas warnañ gant o c'hleze, hag e tec'hjont kuit da vro Ararad. Hag Esar-Haddon e vab a renas en e lec'h.


Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.


Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad.


Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.


Me a raio, eme an AOTROU, na vo den ebet ken e Moab o pignat war an uhellec'hioù evit kinnig ezañs d'e zoueoù.


Gwalleur dit Moab! Kollet eo pobl Gemosh! Rak da vibien a zo kaset en harlu, ha da verc'hed en harlu.


Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù.


Un tan a zo deuet er-maez eus Hesbon, ur flamm eus kêr Sihon, pulluc'het eo bet Ar-Moab, mestroù krec'hioù an Arnon.


Balaam a yeas gant Balag hag ec'h errujont e Kirjad-Huzod.


D'ar beure, Balag a gemeras Balaam hag a lakaas anezhañ da bignat da uhellec'h Baal, hag alese e welas al lod brasañ eus ar bobl.


E ren a reas da bark Zofim war-lein ar Pisga. Sevel a reas seizh aoter hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.


Balag a renas Balaam war-lein ar Peor, a sell ouzh ar gouelec'h.


Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan