va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.
Setu perak va divgroazell a zo karget a c'hlac'har; gouzañv a ran gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, ar poanioù am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,
Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?
Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.
Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.
Setu perak va c'halon a huanado war Voab evel fleütoù, va c'halon a huanado evel fleütoù war dud Kir-Heres, dre ma'z eo kollet an teñzorioù o deus dastumet.
Sell AOTROU! Me 'zo en estrenvan, va c'hreizon a verv. Va c'halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c'hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.
Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.
Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic’hlac’har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,