Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 16:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Kasit an oan da rener an douar, eus Sela er gouelec'h da venez merc'h Sion.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 16:1
8 Iomraidhean Croise  

Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


Skeiñ a reas war dek mil den eus Edom e traonienn an Holen, hag e tapas Sela dre vrezel, hag ec'h anvas anezhi Jokteel, an anv he deus miret betek hiziv.


Mesha roue Moab en doa tropelloù, hag e paee da roue Israel ur gwir a gant mil oan ha kant mil tourz gant o gloan.


En abeg da-se e lakai evezh da brenañ gant an arc'hant-se koleoù, tourzed, oaned, gant o donezonoù hag o evadkinnigoù, ha da ginnig anezho war aoter ti ho Toue a zo e Jeruzalem.


C'hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc'h Sion, a-enep krec'hienn Jeruzalem!


Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!


Holl bobl ar vro a vo rediet d'ar prof savet-se evit priñs Israel.


Ha te, tour an tropell, krec'hienn merc'h Sion, betek ennout e teuio hag ec'h erruo ar vestroniezh kentañ; ar roueelezh a vo da verc'h Jeruzalem.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan