Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 15:4
19 Iomraidhean Croise  

Rebeka a lavaras da Izaak: Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez?


Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac'har hag evit kuzumiñ er vezh va deizioù?


hag ez eo deuet ar varn war vro ar blaenenn, war Holon, war Jahaz, war Vefaad,


En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.


Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioù ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoù.


Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Mar rez evel-se em c'heñver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.


Sihon ne lezas ket Israel da dremen dre e harzoù. Sihon a zastumas e holl bobl hag a yeas war-ziarbenn Israel er gouelec'h; dont a reas da Jahaz hag e stourmas ouzh Israel.


Un tan a zo deuet er-maez eus Hesbon, ur flamm eus kêr Sihon, pulluc'het eo bet Ar-Moab, mestroù krec'hioù an Arnon.


Sihon a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp e Jahaz.


Jahaz, Kedemod, Mefaad,


En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec’ho diouto.


Met Sihon ne fizias ket en Israel evit e lezel da dremen dre e vro. Sihon a zastumas e holl bobl, hag e kampjont e Jahaz, hag e stourmjont ouzh Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan