Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 15:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 15:1
20 Iomraidhean Croise  

Distrujañ a rejont ar c'hêrioù, pep hini a daolas mein er parkeier gwellañ d'o leuniañ, stouvañ a rejont an holl vammennoù dour, hag e tiskarjont an holl wez mat, ken na lezjont nemet mein e Kir-Haresed, a voe kelc'hiet ha pilet gant an dalmerien.


Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Ar bloavezh ma varvas ar roue Akaz e voe disklêriet an diougan-mañ:


Setu perak va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.


Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.


Ra hirvoudo Moab war Voab, ra hirvoudo pep tra e-barzh! War zistrujoù Kir-Haresed e c'hlac'harint digalonekaet holl.


Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mañ, ha Moab a vo mac'het dindanañ, evel ma vez mac'het ar plouz en ur poull teil.


Hag e tiskaro kreñvlec'h an difennoù uhelañ eus da vogerioù, e bilat a raio, e deurel a raio d'an douar er boultrenn.


An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.


Un tan a zo deuet er-maez eus Hesbon, ur flamm eus kêr Sihon, pulluc'het eo bet Ar-Moab, mestroù krec'hioù an Arnon.


Hiziv e tremeni harz Moab, en Ar,


hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hêrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hêrezh.


An AOTROU a lavaras din: Na stourm ket a-enep ar Voabiz ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus o bro dit en hêrezh; roet em eus da vibien Lot Ar da hêrezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan