Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.
Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar.