Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 an hini a skoe ouzh ar pobloù gant fulor a daolioù dibaouez, an hini a c'houarne ar pobloù gant kounnar, a zo argaset dizamant.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 14:6
23 Iomraidhean Croise  

Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Doue ne zistro ket diwar e gounnar, dindanañ eo diskaret skoazellerien al lorc'h.


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


Un den drouk o ren war ur bobl paour, a zo evel ul leon youc'hus hag un arzh naonek.


Va dorn en deus kavet pinvidigezhioù ar pobloù evel un neizh; evel ma tastumer vioù dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n'en deus fiñvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.


An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioù ar bed, a zo war-c'horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc'h.


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Ha c'hwi holl a anavez e anv, lavarit: Penaos eo bet torret ar walenn nerzhus-se, ar vazh veurdezus-se?


Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin.


Klevout a reont ac'hanon oc'h huanadiñ, ha nikun na'm frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac'h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Daoust ha goullonderiñ a raio evit-se e roued, en ur lazhañ dalc'hmat hep truez ar broadoù?


Hag ouzhpenn, ar gwin a zo gwidreüs, an den rok ne chom ket sioul, ledanaat a ra e ene evel lec'h ar marv, diwalc'hus eo evel ar marv. Dastum a ra dezhañ an holl vroadoù, hag e laka dindanañ an holl bobloù.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan