Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.
Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.
Klevout a reont ac'hanon oc'h huanadiñ, ha nikun na'm frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac'h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.