Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 14:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 14:4
35 Iomraidhean Croise  

Nebukadnezar a gasas da Vabilon holl listri ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha teñzorioù ti an AOTROU, ha teñzorioù ar roue hag e bennoù.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.


a droe ar bed e ur gouelec'h, a zistruje ar c'hêrioù, ha na zigore ket an ti d'e brizonidi?


An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;


an hini a skoe ouzh ar pobloù gant fulor a daolioù dibaouez, an hini a c'houarne ar pobloù gant kounnar, a zo argaset dizamant.


Ra vo o chom an dec'hidi ez kichen, o Moab. Bez evito ur repu dirak an distrujer, rak ar gwaskerezh en deus paouezet, an distruj a zo echuet, ar re a vac'he ar vro a zo kuzumet.


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


Azez sioul, tec'h en deñvalijenn, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioù.


Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?


rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


Ha c'hwi holl a anavez e anv, lavarit: Penaos eo bet torret ar walenn nerzhus-se, ar vazh veurdezus-se?


Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?


Bez' e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.


Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.


Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez!


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan