Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ar pobloù a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 14:2
34 Iomraidhean Croise  

hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant kaner ha kanerez.


Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.


En amzer-se e vo degaset ur prof da AOTROU an armeoù gant ar bobl galloudus ha skedus, gant ar bobl spouronus zoken er pellder, ur vroad kreñv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù, d'al lec'h m'emañ o chom anv an AOTROU, war Venez Sion.


An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.


Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savin va dorn etrezek ar broadoù, hag e savin va banniel etrezek ar pobloù, degas a raint da vibien etre o divrec'h, hag e tougint da verc'hed war o skoaz.


Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc'het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.


rak en em ledañ a ri a-zehou hag a-gleiz, da lignez a berc'henno ar broadoù, hag a vo o chom e kêrioù bet dismantret.


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.


An diavaezidi en em zalc'ho eno evit peuriñ deoc'h ho tropelloù, mibien an diavaeziad a vo ho labourerien-douar hag ho kwinierien.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.


Koulskoude an holl re a zebr ac'hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d'ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac'hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac'hanout a vo roet d'ar breizhadeg.


Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c'hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU.


Ne vo ket degaset koad eus ar parkeier, ne vo ket troc'het koadegoù, rak e raint tan gant an armoù-se. Diwiskañ a raint ar re o doa o diwisket, hag e preizhint ar re o doa o freizhet, eme an Aotrou AOTROU.


met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken.


Gwerzhañ a rin ho mibien hag ho merc'hed da vibien Juda, hag int o gwerzho d'ar Sabeaned, da ur bobl bell, rak an AOTROU en deus komzet.


Diwar-benn ar sklavourien hag ar mitizhien a vo dit, dont a raint eus ar pobloù a vo en-dro deoc’h; diouto eo e prenot sklavourien ha mitizhien.


Met war venez Sion e vo tud chomet bev, santel e vo, ha ti Jakob a berc'henno ar pezh a zo dezhañ.


Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.


Setu ez an da sevel va dorn a-enep dezho, hag e vint preizh ar re a oa o servijerien, hag e ouiot ez on bet kaset gant AOTROU an armeoù.


Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,


Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel.


evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d’an nec’h, en deus kaset dalc’het an dalc’herezh, hag en deus lodennet donezonoù d’an dud.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan