Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Penaos ez out kouezhet eus an neñvoù, o sterenn lugernus, o mab ar gouloù-deiz? Penaos ez out bet diskaret d'an douar, te hag a vac'he ar broadoù?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 14:12
18 Iomraidhean Croise  

Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.


Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.


Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoù!


Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


Hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout, hag e lavarint dit: Penaos ez out distrujet, te hag a oa poblet gant tud ar mor, kêr vrudet ha galloudek war vor, te ha da annezidi hag a daole ar spont war ar re a oa o chom eno?


Pa savfes da neizh uhel evel un erer, ha pa lakafes anezhañ e-touez ar stered, me az taolo ac'hane, eme an AOTROU.


Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc’hedenn.


Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


hag e roin dezhañ steredenn ar mintin.


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c’houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.


Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc’houez puñs an donder a voe roet dezhañ,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan