Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.
Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.
Ha pa lavarint dit: Perak e hirvoudez? neuze e lavari: abalamour d'ar c'heloù; pa en em gavo, an holl galonoù a deuzo, an holl zornioù a zinerzho, an holl speredoù a vo mantret, an holl c'hlinoù a zeuio da vezañ dour. Setu erru eo! Eno emañ! eme an Aotrou AOTROU.
Pelec'h emañ toull al leoned, pelec'h emañ peurvan al leoned yaouank, al lec'h ma en em denne ennañ al leon, al leonez, ha re vihan al leon, hep ma teue den d'o spontañ?
Klevet hon eus-se hag hor c'halon a zo teuzet ha n'eus ken a nerzh-kalon e den dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue a zo Doue en neñvoù en nec'h ha war an douar en traoñ.