En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz.
Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.
An AOTROU en deus digoret e harnezerezh, tennet en deus er-maez armoù e gounnar, rak an Aotrou, AOTROU an armeoù, en deus ul labour d'ober e bro ar Galdeiz.
Rak ur vroad a bign a-enep dezhi eus an hanternoz, lakaat a raio he bro da vezañ ur gouelec'h, ha ne vo den o chom enni. Den ha loen a dec'ho, mont a raint kuit.
Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.
Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.
Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n'emañ ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?